huelgoat
Page d'accueil

22 vloaz an dTro Menez Are

6,10, 15, 20, 30 pe 40 km dre wenojennoù ar Menezioù Are. Dizoloit pegen pinvidik, pegen kaer int gant o ardremezioù liesseurt.
Baleadenn dibar evit baleerien a gement seurt 'zo : ouzenn 7000 baleer vo bodet ar bloaz-mañ !

Evit an holl, yaouank, kozh ha tud-kozh !

Ps : marteze ha po ar chañs, e korntro un hentig bennak, d'en em gavout gant ur
c'horrigan !


AN HUELGOAD

D'ar 13 a viz Mae (Yaou Bask) e vo, ar bloaz-mañ, o loc'hañ eus An Huelgoad (gwelet penaos mont). War ho hent e kavoc'h, a lec'h da lec'h, tud o seniñ pe o c'hoari pezh da reiñ buhez d'ho pourmenadenn.
Marc'had gant produioù eus ar vro ha staligoù gant peadra da zebriñ war al lerc'h.
Ha diouzh an noz, ar fest-noz !

Enskrivadurioù

Etre 7 eur 30 mintin ha 4 eur 30 goude merenn e vez enskrivet ar valeerien evit an holl droiadoù.

Tud nammet en o c'herzoud

Un droiad a-ratozh evit an dud nammet en o c'herzoud a vo fardet ar bloaz-mañ c'hoazh. Mirout en a-raok dre ret evit kaout ur joeledenn. 02.98.99.66.58

TRO MENEZ ARE An Dourig 29450 KOMMANNA - BREIZH - 06 31 46 91 95

PartenairesLivre d'OrNous contacterContact benevolesPlan du siteMentions légales